Urzh Karl Marx

Urzh Karl Marx
order
Deiziad krouiñ5 Mae 1953 Kemmañ
Anv er yezh a orinKarl-Marx-Orden Kemmañ
Anvet diwarKarl Marx Kemmañ
StadRepublik Demokratel Alamagn Kemmañ
Deroet gantPresident of East Germany, State Council of the German Democratic Republic Kemmañ
Enoret gant ar Karl-Marx-Orden eo Otto Grotewohl ha Walter Ulbricht e 1953.

Urzh Karl Marx (alamaneg: Karl-Marx-Orden) e oa anv enor uhelañ Republik Demokratel Alamagn (RDA). Ouzhpenn ar vedalenn e veze resevet ivez ur priz a 20 000 mark eus Alamagn ar Reter.

Savet e oa bet an urzh d'ar 5 a viz Mae 1953, deiz 135vet deiz-ha-bloaz ganedigezh Karl Marx ha war urzh Kuzul ministred an RDA. Gantañ e veze enoret hiniennoù, embregerezhioù, aozadurioù pe strolladoù milourien evit strivoù dreistordinal liammet ouzh an ideologiezh komunour war tachennoù sevenadurel pe ekonomikel pe milourel. Ledanaet e oa bet goude-se da dachennoù all betek bezañ implijet evit enoriñ keodedourien eus broioù estren.

Gallout a raed bezañ enoret meur a wech evel ma oa bet Erich Honecker e 1969, 1972, 1977, 1982 ha 1985.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search